Baleadenn evit ober anaoudegezh gant Acigné : War roudoù an amzer-dremenet er bourk
Baleadenn evit ober anaoudegezh gant Acigné : War roudoù an amzer-dremenet er bourk
Ur bourmenadenn verr e kreiz-kêr istorel Acigné, da heuliañ kammed-ha-kammed gant ho poellgomzer.
Tous nos remerciements à Goulven Deauneau traducteur (troer) à l’OPLB de Rennes (Rozhon), qui a assuré cette traduction du guide de découverte du bourg d’Acigné en breton.
Kregiñ a ra ar sturlevr-mañ dirak an ti-kêr, e karter al Clouères.
An droiad e kreiz ar bourk. Kregiñ a ra dirak an ti-kêr, dav eo heuliañ ar biroù.
Plasenn an ti-kêr. Nepell diouzh Acigné ez eus ur c’hoad, ha gant-se e rae berzh ar vunuzerien, an heskennerien hag ar varc’hadourien koad enni. Ouzh talbenn an ti-kêr nevez, savet e 1989, ez eus ur framm koad hag a zegas da soñj eus an amzer-dremenet-se. War an tu kleiz e c’haller gwelet an ti-kêr kozh hag ar skol sko outañ, bet savet o-daou e 1892.
Sellit mat ouzh ar renkennadoù tiez, e gevred ar blasenn.
Ur c’harter artizaned ha labourerien-douar a oa eno gwechall. Gwelet a reer ez eus daou borched hag a dremen a-dreuz ar renkennadoù tiez elClouères. Ar c’harrigelloù hag ar chatal a yae dre an trepasioù-se.
Tremenit dindan porched an ispisiri, kit a-gleiz, hag a-zehoù goude-se, ha diskennit gant an hent betek al Clouères tiegezhel.
A-dreñv an tiez hag ar c’hendioù, ar c’hlasvez. En traoñ emañ traoñienn ar Gwilen, a zo un takad hag a vez beuzet pa sav an dour, rak-se eo ur mirva natur lec’h ma na c’haller ket sevel tiez.
Diskennit pelloc’h gant an hent.
En draoñienn e kaver liorzhoù legumaj, koadeier, geunioù ha gwerjezoù a-bep-eil.
E penn an hent e c’hallit delc’her da vont un tamm pelloc’h war an tu kleiz (war-zu ar reter), evit gwelet an natur war dreuzoù kêr.
Liorzhoù tiegezhel.Tachennoù kumunel int hag a vez lakaet e-kerz an dud, dezho da c’hounit legumaj enno.
Dalc’hit gant an hent hag e kavoc’h gwerjezoù gwez-avaloù enno.
Gwerjezoù ar gumun. Gwez avaloù-sistr hag avaloù-kontell zo bet plantet er pradeier-mañ. Betek er bloavezhioù 1950 e veze produet kalz sistr en Acigné, hag e pep lec’h en Il-ha-Gwilen. 235 seurtad gwez-avaloù a oa bet renablet. Er gwerjezoù kumunel-mañ e c’haller miret seurtadoù zo hag a zo skrivet o anvioù war ar sklentennoù maen-glas stag ouzh ar c’hefioù. Er foñs emañ ar wern, a vez beuzet ingal e-kerzh ar goañv.
Un takad gleb eo, anvet gwern ar Voudenn, ma vev plant ha loened gwarezet, muenned dour da skouer(o c’horf 20 cm hirded mui-pe-vui hag un daouzek cm bennak o lost).
Grit hanterdro ha kit gant an hent war-zu ar Reter evit mont e kêr en-dro, dre straed ar Reier, e traoñ ar bourk.
Straed ar Reier.Lec’h ma weler prenestroù bihan gant klerennoù ha sterniet gant koad (evel amañ a-gleiz) e oa staolioù bihan. An ti a weler un tamm pelloc’h en niverenn 8, gant un nor grommvegek, e oa hini ur c’hivijer. Ar c’hivijerezh a oa un artizanerezh talvoudus en Acigné betek an 18vet kantved.
E-harz an iliz ez eus skalieroù war an tu kleiz, kit ganto evit diskenn war-zu ar milinoù.
Emañ ar skalieroù e-harz ar voger, a-gleiz. Gwechall e oa harp ar vered ouzh ar voger-se a rae tro an iliz kozh. E 1904 e oa bet savet an iliz a vremañ ha da neuze e voe diblaset ar vered.
Diskennit gant ar skalieroù.
Gwel eus Acigné (ul livadenn eus 1814). Ur gwel realour-tre eo, savet diwar ar ribl all. War an tu dehoù ez eus bet savet batisoù nevesoc’h el lec’h ma oa an div vilin. E-kreiz, dindan an iliz kozh, emañ porzh ar milinoù, a oa ur ribl gant nebeut a zinaou hag a gase betek ar ster. D’ar mare-se e oa ur pont koad etre ar pont a vremañ hag ar milinoù, hag a gase betek porzh ar milinoù, just dirak an ti a zo hiziv an deiz c’hoazh.
Ar roudoù eus ar pont kozh.Pa ne vez ket re uhel live ar Gwilen e c’haller gwelet, e-barzh naoz ar stêr, an daou beul a yae d’ober diazez ar pont kozh. Lost ar pont, a weler mat war ar ribl all, a vez oc’h ober savenn gant ar preti. Savet e oa bet ar pont nevez e 1889.
Savit gant ar straed Sant-Juluan.
Gwechall ez ae an dud d’ar pont kozh dre ar straed Sant-Juluan.En niverenn 4 e oa an ti chapalan un ospital kozh aet da get er 16vet kantved, hag a oa el lec’h m’emañ an ti brav eus an 19vet kantved, un tamm uheloc’h er straed, war an tu kleiz.
E krec’h ar straed Sant-Juluan ec’h erruer e straed ar Pont Nevez, a gas d’ar pont savet e fin an 19vet kantved.
Ti kentañ aotrou Acigné. Klaskit empennañ emaoc’h en 11vet kantved, e penn-kentañ ar feodelezh. An aotrou kentañ a oa en em staliañ amañ, nepell diouzh an iliz hag ar vered evit kontrolliñ anezho koulz hag an hent a dremene dre ar barrez. Diwezhatoc’h e oa bet lakaet sevel ur c’hastell gant an aotrouien ac’hann, er reter d’ar bourk, e-kichen ti-feurm ar Voudenn, a zeu e anv diwar ar vouden-gastell-se. Ne chom ket kalz roudoù eus an eil kastell-se nag eus ar pourpezioù anezhañ.
Troit a-zehoù war-zu an iliz.
An iliz kozh e fin an 19vet kantved.Ne chom nemet an ti e vannoù koad, a-zehoù. Savet eo bet an iliz nevez el lec’h ma oa an iliz kozh. Ar renkennad tiez a oa e-kreiz zo bet distrujet evit ledanaat an hent.
Savit tamm-ha-tamm gant ar straed Sant-Loeiz
Antreoù ar c’havioù hag ar selieroù. Kalz a antreoù seurt-se, gant skalieroù dirazo gwechall, a weler er bourk. Enno e veze diskennet ar fustadoù sistr, an evaj muiañ-karet gant an dud ac’hann.
An ti eus ar 16vet kantved, gwelet diwar plasenn ar c’hoc’hu. An ti-mañ e vannoù koad eo an hini koshañ er bourk.
An iliz nevez. Savet eo bet an tour-iliz dantelezet-mañ diouzh giz an ilizoù e Penn-ar-Bed, e penn Breizh. Sant Loeiz a veze enoret en Acigné abalamour ma oa aet aotrouien Acigné a-du meur a wech gant ar roue-se eus Frañs. Roet e oa bet e anv d’ar straed ha da zeiz Sant Loeiz e veze ar gouel pennañ er vro.
Dalc’hit da sevel gant ar straed.
Straed Calais.Ar straed pennañ eo. An tu kleiz eus ar straed n’eo ket cheñchet kalz met ar savadurioù war an tu dehoù zo bet renevezet penn-da-benn e-kerzh ar bloavezhioù tremenet. Tiez zo zo bet distrujet, er foñs, abalamour da gempenn plasenn al Clouères hag an ti-kêr.
Savit gant straed Calais.
E-barzh ar preti Le Qu’Âtre ez eus un oaled eus ar bloaz 1574. Dre an antreoù hanter-douaret e c’halled mont d’ar selieroù hag ivez, moarvat, betek atalieroù gwiaderien. Evit pleustriñ ar vicher-se e oa ret delc’her d’ul live glebor bennak atav.
Ha setu-ni distro er poent kentañ, e-kichen an ti-kêr.
Baleadenn evit ober anaoudegezh gant Acigné : War roudoù an amzer-dremenet er bourk
Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur notre site. Si vous continuez à utiliser ce dernier, nous considérerons que vous acceptez l'utilisation des cookies.Ok